Diskan An Ivarh歌词由Ivarh演唱,出自专辑《Huvre》,下面是《Diskan An Ivarh》完整版歌词!
Diskan An Ivarh歌词完整版
Un deiz ’oen e c’hober ur bale,
Doc’h splannder flour tarzhigoù an deiz
Ur wezh bout treuzet park ha flourenn,
’Oen arru get beg ur vinotenn
Un hentig bihan, don ha teñvel,
Garzhet a bep tu doc’h an avel
Ar barrigoù fav a vouskomze,
Mantellet d’o del a lugerne
Dre guzh e kane ur laouenan :
« Me ’gare kaniñ hag e kanan »
« Me ’gar’kaniñ hag e kanan,
Ma c’han n’eo ket ’met un diskan »
« Diskan hor bro ma red he gwad
Dre-zan ivarzhoù an Argoad »
« Hentoù hantet da mil sekred,
D’hor c’has trema hentoù ar bed »
Dre gammdro an ivarzh pa yan,
’Tre soñj hag hune e kanan