Ar prev glas歌词由Nolwenn Korbell演唱,出自专辑《Ar prev glas》,下面是《Ar prev glas》完整版歌词!
Ar prev glas歌词完整版
Kaer 'po saludiñ a-bell ar bouzar
Ober ar grizilh hag ar wrez
Kaer 'po kanañ meuleudiñ d'ar mouar
Ha war un dro pardoniñ d'an drez
Dalc'hit soñj deus ar preñv glas
Dalc'hit soñj deus ar preñv glas
Sur e stago pri ar bed war ho heuzoù
Pa gerzhoc'h dindan ar glav hag ar gwez
Sur e leñvoc'h dres goude livañ gaou
Hag e savoc'h kamm gant ar vezh d'ar beure
Dalc'hit soñj deus ar preñv glas
Dalc'hit soñj deus ar preñv glas
Sur e chomo blaz pok an trubard war ho muzell
Ha 'po da walc'hiñ kunujenn ar roue bihan
Sur e klevoc'h un deiz rebech ho pugel
Ha 'po da zastum ho kalon er vouilhenn
Ha pa 'po tañvaet kement frouezhenn gutuilhet
Lakaet da lufrañ ho potoù nevez-koaret
Pa voc'h gourvezet war ar pare da lipat ho loa
Taolet 'barzh ar mor ho rouedoù diwezhañ
Dalc'hit soñj deus ar preñv glas
Dalc'hit soñj deus ar preñv glas