Tuchant歌词由Ivarh演唱,出自专辑《Huvre》,下面是《Tuchant》完整版歌词!
Tuchant歌词完整版
Tuchant e erruay an hañv e kanay ar bobelan
Ar bobelan hag an eostig ar voualc’h argant an opirig
E kanay ar gouailh er pradoù e tiwanay ar bokedoù
E tigoray ar bokedoù e vo graet aliansoù
Kommanset eo an deiz hiraat hag ar louzoù glas da wellaat
Ni ‘yay ni tout d’ar pardonioù evit gwelet an dansoù
Me glev ma dous é c’huitellat é lakaat an dour àr he vrad
Ha vat a ra din he c’hlevet e c’hortoz an deiz da zonet
Ma dous din-me a lârihet, da venn e yet da blec’h e yet
A zoc’h ar ger donet a ran, da bardon ar roz a yan
Me yay ma unañ d’ar pardonioù, evit ober alisansoù
Ma zad ma mamm deus lâret-din, choejiñ unan a blijo din
Daet eo man dous da bardon ar roz, getañ ‘n e zorn ur boked roz
‘Barzh en arall un aval blod mar karet plac’hig c’hwi p’ho lod
M’ eus ket afer g’ho avaloù ker ‘maint karget a douligoù
N’em bo ket ho aval melen, ker ma karget a breñv
Plac’hig c’hwi ne vec’h ket treiset n’ho peus ket unan toullet
Plac’hig c’hwi ne vec’h ket trompet , n’ho p’ho ket unan reformet
Na plac’hig ne vec’h ket treiset, ker ganoc’h ne zime’in ket
M’em bo-me unan da ma c’hoant, a ouiin he santimant
Ar bravañ tra a zo àr an douar a zo ar yaouaniz konduet mat
Ar vilañ tra a zo er bed a zo ar yaouankiz kollet