Bugale Breizh歌词由Nolwenn Korbell演唱,出自专辑《Ar prev glas》,下面是《Bugale Breizh》完整版歌词!
Bugale Breizh歌词完整版
Aet int d'ar strad
Ar breur, ar gwaz, ar mab, an tad
Douget ar samm
Ga'r c'hoar, ar wreg, ar verc'h, ar vamm
Baling, balaoñ, baling, balaoñ
Baling, balaoñ, ma mamm zo klañv
Baling, balaoñ, baling, balaoñ
Baling, balaoñ, ma bro zo klañv
Aet eo ar plac'h
He c'hoef war he fenn, ur bed en he sac'h
Diskennet eo don, don
Da zont da vout matezh, gast pe itron
Aet int d'ar brezel
Poket d'ur skeudenn just a-raok mervel
Pet er bed, pet zo bet o stouiñ o fenn
Kollet ganto o ene, o gwad trapenn 'oant re seven
Aet int d'ar vourc'h
Da zeskiñ gerioù an estren 'lâre dezho 'oant moc'h
Fur int bet, sentus, rostet ga'r vezh
Ken neusont lonket, dislonket, kac'het o yezh
Aet int d'ar vourc'h
Da lipat revr an estren 'lâre dezho 'oant kaoc'h
Cheñchet dilhad, cheñchet genoù
Ha fier-ruz da zougen an triliv
Bugale Breizh zo kousket moñs
Ga' piv an diaoul int bet sanket 'ba'r foñs
War ar c'houc'h, 'leizh a roudoù zo
Met ar re vras zo kreñv, den tra ne lâro
Met ar re vras zo kreñv, den grik ne ranno
Baling, balaoñ, baling, balaoñ
Baling, balaoñ, ma mamm zo klañv
Baling, balaoñ, baling, balaoñ
Baling, balaoñ, ma bro zo klañv