Ar Roue Stevan歌词由Ivarh演唱,出自专辑《Huvre》,下面是《Ar Roue Stevan》完整版歌词!
Ar Roue Stevan歌词完整版
Klevit mat, ma bugale, ha pa weliec’h tantoù
É lufriñ àr lannoù Blaeren, neuze e reday an dud betak ar morioù, betak an donderioù
Ha pa tay an achumant, an douar a vo poblet stank
Dont a ray ar maleurioù, ‘pa tay er maez ar c’hozh c’hleñvedoù
Donet a ray un amzer, ma vimp holl ampoezonet
Get lezennoù ha louzoù ar vugale a zo bet desket, an dud a spered
Ha pa tay an achumant, e vo foll an dud get ar gwin ardant
Dont a ray ar maleurioù, pa vo sot an dud get ar bragerisoù
Donet a ray un amzer, ‘vo goloet ar lannoù
Get bagadoù soudarded, ruz, gwenn ha gwer o dilhiadoù
Ha neuze e tay brezelioù, an tan a vo strevet àr ar maezioù
Pa vo echu an emgannioù, a wad e vo golloet an hentoù
Donet a ray un amzer, pa ‘n em groazay an hentoù
Pa vo liammet ar c’hêrioù neuze e tay ar maleurioù
Ker savet a vo an hentoù, get mein bihan heñval doc’h an uioù
Ha hep ejen na roñsed, e yay an dud d’ober tro ar bed
Savet e vo an hentoù, get mein bihan heñval doc’h an uioù
Hag hep ar loenedigoù, e yay ar c’harr dre ar minojennoù
Tout ar lannoù a vo klozet
Skubellennoù a vo hadet
Krouadur ebet ken ne vo ganet
An douar a daolo perzh ‘n do bet
Me ‘wel ‘vo botoù ar merc’hed
Savet get lêr ha get koad
En amzer-se ar baotred
‘Grapo er gwez rank’ ar merc’hied
Ne vo mui beleg na profet
En ilizoù e vo dañset